Boureverezh
|
Ar boureverezh, pe boufonerezh, pe jahinerezh, eo an droug a vez graet da gorf un den bev. En Istor eo bet implijet evel kastiz. Hiziv eo kontrol ar boureverezh da wirioù Mab-Den.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e veze boureviet an dud en anv ar justis hag al lezenn. Hiziv an deiz e vez graet e-kuzh e stadoù zo, diktatouriezhioù anezho peurvuiañ, pe e-pad brezelioù.
Hiniennoù zo a blij dezho boureviañ, pe boufoniñ, pe jahinañ tud all, dre fallagriezh pe dre gleñved-spered.
Kondaonet e vez ivez an dud o devez boureviet loened.
Ar jahinerezh a zo ar redi mennidik evit lakaat an dud da c'houzañv a-benn tennañ titouroù diganto. Mont a raer a-wechoù betek lazhañ an den aterset. Spontus eo an doareou d'ober. Paouez a ra ar jahinerezh pa lâr an den jahinet ar pezh a vez goulennet digantañ pe pa varv.
Doareoù liesseurt ar jahinerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar jahinerezh a c'hell evit saragañ an dud:
- implijout doareoù feuls, skeiñ, ar "gégène" a zo ur benveg jahinerezh oc'h implijañ tredan.
- implijout danvezioù a bep seurt kimiel, dour...
- implijout doareoù psikologel dre ar c'homz.
Efed hag efedusted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]«Ar poanioù gouzañvet a vez alies muioc'h bredel eget korfel. Degas a ra ar boureverezh kalz a gasoni ha a c'hoant bezañ digollet.», hervez Robert Bonnaud e-barzh an Inrockuptibles. Alies e vez gwashoc'h ar boureviañ dre gomz eget ar bresañ korf.
Ar Jahinerezh dre al lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar jahinerezh dre al lavar a zo un doare all a jahinerezh. Graet e vez dre lavarout traoù d'an dud evit kendrec'hiñ anezho. Kalz a bredoniezh e vez implijet evit kendrec'hiñ an dud. Abaoe pell e veze graet gant ar jahinerezh dre al lavar.
Binvioù jahinañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverus ha liesseurt eo ar binvioù jahinañ.