Jafrez (arc'heskob Evrog)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Jafrez, pe Geoffrey Plantagenet, fitzPlantagenet, pe fitzRoy, (c. 1152 – 1212), a oa mab bastard da Herri II, roue Bro-Saoz. Dont a reas da vout eskob Lincoln hag arc'heskob Evrog e Bro-Saoz. N'ouzer ket piv a oa mamm dezhañ. Krediñ a reer e c'halle bezañ anvet Ykenai.

Ober a reas Jafrez tammoù kargoù izel evel kloareg a-raok bezañ anvet da eskob Lincoln en 1173, met ne voe ket anvet da veleg a-raok 1189. En 1173–1174 e kasas en-dro un droiad-vrezel en hanternoz Bro-Saoz da herzel un emsavadeg renet gant e hantervreudeur, ha tizhout a reas tapout William, King of Scots.

War-dro 1182 e c'houlennas ar pab Lucius III e tilezfe sez eskob Lincoln pe e vije eskobet ; dibab a reas dilezel e garg ha mont da ganseller e--lec'h se. Mab nemetañ ar roue Henry II e oa e-kichen e dad pa varvas ar roue.

E vreur Richarzh Iañ, pa voe lakaet da roue, en anvas da arc'heskob kêr Evrog; evit e rediañ da vont da veleg, a greder, ha lemel un danvez-enebour diwar e hent. Goude un tamm bec'h e voe arc'heskobet Jafrez en 1191. Buan e savas tabut etre jafrez ha William Longchamp, rejant Richarzh e bro-Saoz, goude ma voe bac'het en Dover p'edo o tistreiñ da vro-Saoz goude bet arc'heskobet e bro-C'hall. Goulenn a reas Jafrez gwarez e kêr, met harezet e voe gant gwazed Longchamp ha bac'het ur pennad e kastell Dover.

Kastell Dover, ma voe bac'het Jafrez.