Mont d’an endalc’had

Jadraque

Eus Wikipedia
Jadraque
kumun spagnat
Rann eusQ107553673, Q107553684 Kemmañ
Anv ofisielJadraque Kemmañ
Anv annezidijadraqueño Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Kêr-bennJadraque Kemmañ
E tiriadCampiña de Guadalajara, Proviñs Guadalajara Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°55′36″N 2°55′25″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Jadraque Kemmañ
Kod-post19240 (Jadraque), 19246 (Castilblanco) y 19247 (Barrio de la Estación) Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://jadraque.localtic.net/ Kemmañ
Istorhistory of Jadraque Kemmañ
Kod plakenn varilhGU Kemmañ
Map

Jadraque zo ur gumun e Spagn, e proviñs Guadalajara, e Kastilha-La Mancha, e saonenn ar stêr Henares. Kontañ a raed 1393 a dud enni e 2022.

Eus an anv arabek "Xadraq" e teu Jadraque.

En hanterenn gentañ ar XVvet kantved e savas brezel etre Kastilha hag Aragon dindan ar rouaned Juan II Kastilha hag e genderv Alfonso V Aragon. O tostaat ouzh Jadraque e oa an div arme, emgann a oa da vezañ, met ne voe ket a-drugarez da María Aragón, pried Juan II ha c'hoar Alfonso V.

D'an 23 a viz Kerzu 1714 e tegouezhas Isabel de Farnesio en Jadraque, pa oa da zimeziñ en deiz war-lerc'h d'ar roue Felipe V, da vezañ e eil pried. Eno edo ar briñsez Marie-Anne de La Trémoille, a oa bet itron a enor gant pried kentañ ar roue, María Luisa Gabriela de Saboya, he devoa levezon vras war ar roue, e kenemglev gant ar roue gall Loeiz XIV. En emgav-se e c'houlennas groñs Isabel de Farnesio, ma vije kaset ar briñsez c'hall kuit eus Spagn kenkent, hep mont war he c'hiz da gemer tra ebet e Madrid. Ha graet e voe hervez he c'hoant.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hioù: