Jacques Toubon
Jacques Toubon zo ur politikour gall parizian, kamarad d'ar prezidant Jacques Chirac, a zo bet ministr ar sevenadur ha ministr ar justis e Bro-C'hall.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ministr ar sevenadur (1993-95) en deus savet ul lezenn da wareziñ ar galleg (1994).
Justis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ministr ar justis (1995-97) en deus klasket gwareziñ e vignoned politikel diouzh ar justis, ha kalz a labour en deus bet.
E bennoberenn a voe kas un askell-dro, e 1996, war-lein an Himalaya da glask war-lerc'h ur prokulor bras evit ma tiskennfe aleshont da reiñ urzh d'ur prokulor bihan dindan e urzhioù da baouez gant un enklask diwar-benn gwreg maer Paris, an itron Xavière Tibéri, a veze roet kalzik arc'hant dezhi gant he gwaz maer evit labourioù dister.
Prouiñ a reas, ur wech ouzhpenn, e oa distag ar justis eus pep galloud politikel.
Goude
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe laosket er-maez en dilennadeg diwezhañ evel kuzulier-kêr ha kannad e voe sikouret gant e gamarad prezidant da vezañ anvet kannad europeat, ha kavet e voe un tamm fourmaj mad all dezhañ da grignat.