Izabel Portugal (Itron Viseu)
Isabel de Portugal (e portugaleg ha spagnoleg), pe Izabel Portugal (1364 –1435), itron Viseu, a oa merc'h vastard da Fernando Iañ Portugal.
Ganet e oa a-raok dimeziñ he zad da Leonor Téllez de Meneses.
Pa oa yaouanki e voe prometet da Alfonso Téllez de Meneses, 5vet kont Barcelos, ha kenderv d'ar rouanez Leonor Téllez de Meneses. Marvet abred e oa Alfonso, ma rankas he zad klask ur pried all dezhi.
Marc'had a reas ar roue neuze gant Alfonso Enríquez de Castilla, mab bastard da Herri II Kastilha, Roue Kastilha. Alfonso a oa Iañ kont Noreña, ha war un dro Iañ kont Gijón, Iañ aotrou Paredes de Nava. Gant se e rae he mad eus Feur-emglev Santarém sinet er gêr-se, e Portugal, d'an 19 a viz Meurzh 1373, hag a lakaas fin d'ar brezelioù fernandin (Guerras fernandinas)
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe en oad da zimeziñ e voe graet an eured en Burgos en miz Du 1375. Evel argouroù e teue ganti Viseu, Celorico, Linhares hag Algodres. C'hwec'h bugel he doe :
- Pedro de Noroña, arc'heskob Lisboa (1424 - 1452), dezhañ un toullad bugale vastard, en o zouez Juan, Pedro ha Fernando de Noroña, darn bugale d'e serc'h Branca Dias Perestrelo;
- Sancho de Noroña, kentañ conde de Odemira.
- Fernando de Noroña, eil kont Vila Real.
- Enrique de Noroña, kabiten a vrezelias en Ceuta.
- Constanza de Noroña, dimezet da Alfonso I de Braganza, VIIvet kont Barcelos ha kentañ Dug Bragança.
- Juan de Noroña , marvet divugel