Iván Zuleta

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ivan Zuleta)
Ur pennad Zuleta zo ivez.

 Arabat eo droukveskañ gant al livour euskarat Iván Zulueta.


Iván Zuleta, ganet e 1976 en Urumita, en departamant La Guajira e Kolombia, zo un akordeoñser kolombian hag unan eus sonerien vrudetañ ar vallenato.

Tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab eo d'ar c'haner Fabio Zuleta Díaz, ha da z-Denia Barros. He c'hoar Fabiola Zuleta Barros zo bet kuzulierez e Valledupar. Mab-bihan eo da Emiliano Zuleta Baquero, akordeoñser ha sonaozer vallenato. Niz eo d'ar sonaozer Héctor Zuleta Díaz, da Efraín Zuleta Peña, d'ar c'haner Poncho Zuleta ha d'an akordeoñser Emilianito Zuleta, o-daou anavezet ivez evel Los Hermanos Zuleta.​ Kenderv eo d'an akordeoñser José Enrique "Coco" Zuleta, d'ar ganerien Toba Zuleta, Héctor Arturo Zuleta, hag Andrés Alfonso "Cabeto" Zuleta.

Micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonet en deus gant Diomedes Díaz goude marv e akordeoñser Juancho Rois e 1994. Sonet en deus ivez gant Rafael Santos Díaz, ha Poncho Zuleta . Hiziv e son gant Iván Villazón ha graet o deus ar bladenn Pa que te enamores.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]