Mont d’an endalc’had

Isabelle (Jacques Brel)

Eus Wikipedia
Jacques Brel, luc'hskeudennet
e Brusel e miz Genver 1955.

Isabelle a zo ur ganaouenn c'hallek gant ar c'haner-sonaozer belgiat Jacques Brel, krouet a-gevret gant ar sonaozer gall François Rauber (1933-2003) evit an ton.

Savet e voe e 1958 da-heul ganedigezh e deirvet merc'h — Isabelle — en devoa bet d'an 23 a viz Eost gant e wreg Thérèse Michielsen. Ne voe enrollet nemet d'ar 15 a viz Gwengolo 1959 ha skignet gant Philips e miz Du en tu B an albom La Valse à mille temps[1].

Estroc'h evit kanañ a reas Jacques Brel ha mont a reas da aktour, kenkent ha 1956, er film berr La grande peur de Monsieur Clément sevenet gant Paul Diebens.
Ganet e oa bet ur vignoniezh kreñv etre Brel ha Claude Lelouch (1937-) abaoe ma oant en em gavet da-geñver filmañ L'Aventure c'est l'aventure e 1971. N'eo ket souezh 'ta ma voe dibabet gant ar filmaozer gall klozañ Itinéraire d'un enfant gâté[2] (1988) gant Isabelle ha dediañ e film d'an aktour aet da Anaon dek vloaz kent...

Klevout ar ganaouenn a c'heller e dibenn ar film pa zegemer an dudenn bennañ "Sam Lion" (Jean-Paul Belmondo) ur c'hasedig-video o kemenn dezhañ ez eo aet da dad-kozh a-drugarez da c'hanedigezh e verc'h-vihan gentañ, Isabelle hec'h anv-bihan...

Selaou Isabelle...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jacques Brel ‎– N° 4 el lec'hienn Discogs.
  2. Ur ganaouenn all gant Brel — Une île — a glever er film.