Mont d’an endalc’had

Isabel de Barreto

Eus Wikipedia

Isabel de Barreto de Castro, ganet marteze e Pontevedra, e Galiza, e 1567, marvet e 1612, zo ur voraerez eus Galiza er XVIvet kantved. Brudet eo evel kentañ amiralez en istor Spagn hag en hini ar bed.

Merc'h e oa da Francisco Barreto, gouarnour portugalat India. Pried e oa d'ar moraer spagnol Álvaro de Mendaña, a gasas meur a veaj dre ar Meurvor Habask hag a zizoloas an Inizi Salomon hag an Inizi ar Markiz, ha gantañ e verdeas en e veaj diwezhañ eus Perou dre ar Meurvor Habask. En Inizi Santa Cruz e kemeras lec'h Mendaña hag he breur, Lorenzo Barreto, evel Adelantada (letanantez) ha gouarnourez goude o marv. Hi hag ar pennloman, Pedro Fernández de Quirós, a zegouezhas e Manila, er Filipinez, gant ar 100 martolod chomet bev war al lestr nemetañ a chome diwar 378 a dud (paotred ha merc'hed) war pevar lestr.

Hervez lod istorourien e oa merc'h-vihan da Francisco Barreto, moraer portugalat, 18vet gouarnour an indez portugalat. Hervez re all e oa merc'h da Nuño Rodríguez Barreto, konkistador Perou, ha d'e bried Mariana de Castro,eus Lisboa o-daou, ha tri breur ha teir c'hoar he devoa. Ez-vihan ez ejont da chom da besrouantelezh Perou. Anaoudegezh a reas eno gant an adelantado Álvaro de Mendaña, ha dezhañ e timezas en Lima en 1585.

Tahuata, Inizi ar Markiz.