Irvin-ruz
An irvin-ruz, Raphanus sativus o anv skiantel, zo plant liorzh eus kerentiad ar Brassicaceae, gounezet evit o hipokotil kreudek debret kriz evel legumaj. An darn a gresk dindan an douar a zo mat da zebriñ.
Seul nebeutoc'h a zour o devez bet, seul greñvoc'h e vez blaz an irvin-ruz.