Mont d’an endalc’had

Tirlu Iwerzhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Irish Army)
Irish Army
Lu
Rann eusnerzhioù emzifenn Iwerzhon Kemmañ
Deiziad krouiñC'hwevrer 1922 Kemmañ
Anv ofisielan tArm Kemmañ
BroIwerzhon Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.military.ie/army/index.htm Kemmañ
Skoed ardamaez nerzhioù difenn Iwerzhon.

An Irish Army, berraet en Army (Iwerzhoneg: an tArm), a vez graet eus tirlu nerzh difenn Republik Iwerzhon, krouet e 1924. E miz Mae 2016, e-tro 7300 paotr ha plac'h a oa engouestlet en Irish Army. Rannet eo al lu etre div vrigadenn.

Ouzhpenn pal pennañ an aozadur, a zo difenn ar vro ha degas surentez en tiriad, an Irish Army a gemer perzh alies, abaoe 1958, en oberiadurioù evit difenn ar peoc'h dre ar bed. Kemer a ra perzh ivez e strolladoù difenn Europa. An aerlu (An tAerchór) hag ar morlu (An tSeirbhís Chabhlaigh) a ro harp d'an Irish Army evit an oberiadurioù-se.