Mont d’an endalc’had

Iorwerth Drwyndwn

Eus Wikipedia

Iorwerth Drwyndwn (Iorwerth an Togn e brezhoneg, rak torret e oa bet e fri) pe Iorwerth ab Owain Gwynedd, anavezet ivez e saozneg evel Edward (c. 1130–1174), a oa kentañ mab hervez lezenn Owain Gwynedd, roue Gwynedd, hag e bried kentañ Gwladys ferch Llywarch.

Dimezet e oa da Marared ferch Madog. E vab Llywelyn ap Iorwerth, anavezet ivez evel Llywelyn Fawr a unanas ar vro hag a voe unan eus brasañ rouaned Kembre. Iorwerth en doa bet Nant Conwy da hêrezh digant e dad, Owain Gwynedd. Kouskoude ne voe ket roet ar gurunenn dezhañ abalamour d'e fri torret.