Mont d’an endalc’had

Ionia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ionian)

Kartenn Ionia

Ionia a oa ur rannvro gozh e kornôg Anatolia, etre Fokaia ha Miletos. Hiziv emañ e Turkia, ha klotañ a ra gant ar vro en-dro da Izmir.

Poblet e voe gant eil barrad aloubiñ an Ac'heaned en XIvet kantved kt JK, hag en em veskañ a rejont gant Dorianed ha pobloù rakhellenek.

Spletus e oa aodoù Ionia: gwasked naturel, aes sevel porzhioù evit ar c'henwerzh, un hin blijus, traoñiennoù dereat evit al labour-douar, gounit ed ha sevel kezeg, uhelennoù evit lakaat deñved da beuriñ, torgennoù evit lakaat gwez-frouezh hag -olivez.

Ur rannyezh o doa, un neved sakr, ar Panionion e Priene.

En Henamzer e oa 12 polis en Ionia, en douar-bras evel en inizi: C'hios, Efesos, Erythrai, Fokaia, Klazomenai, Kolofon, Lebedos, Miletos, Myous, Priene, Samos ha Teos. Goude e teuas Halikarnassos d'en em unaniñ ganto.

Un oaled a sevenadur hellenek uhel e oa er VIIvet kantved kt JK ha VIvet kantved kt JK. E gwirionez ne oa nemet un darn eus un hollad, pe ur vro, a reer Hellaz Azia, pe Hellaz ar Reter anezhi.

Dizalc'h e oa pep kêr, pep a c'houarnamant dezho, pep a aozadur kevredigezhel, met an hevelep emdroadur a voe dezho: war-zu an tiranterezh e trojont holl, evel kêrioù all Hellaz, dezho ar memes sevenadur, goude ma save bec'h alies etrezo, diwar-benn o harzoù peurvuiañ.

Sevenadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kêrioù Ionia eo e vleunias ar brederouriezh hag an arz da gentañ. Brudet eo an disavouriezh hag an urzh ionian.