Inzar

Eus Wikipedia


Inzar eo anv un aozadur broadelour galizek krouet diwar unvanidigezh Movemento Comunista de Galicia ha skourr c'halizek ar Liga Comunista Revolucionaria ("Kevredad Komunour Dispac'helour"), treuzzfeurmet e strollad politikel e 1991 stag ouzh Izquierda Alternativa.

E 1993 e oa bet degemeret Inzar evel unan eus an aozadur anavezet e diabarzh Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza"), met n'en deus bet morse kalz a bouez er Bloc'had, gantañ 234 ezel/ez e 2002.

Penn brudetañ arn aozadur eo Xesús Veiga Buxán, bet dileuriad e Paralamant Galiza.