Inizi Wollaston
Neuz
An Inizi Wollaston zo un enezeg e su Chile en Tierra del Fuego, stag ouzh kumun Cabo de Hornos, e Proviñs Antarktika Chile, unan eus proviñsoù ar Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile. O c'havout a reer en norzh d'ar c'hab Horn, er paso de Drake, er mervent da Inizi Picton, Lennox ha Nueva.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- an Enez Wollaston, ar vrasañ hag an uhelañ eus an enezeg hag en he c'hreiz :
- er rann hanternoz ez eus un uhelenn a 580 m;
- er mervent ez eus torgennoù etre 420 m ha 670 m, en o zouez ar Menez Hyde, 670 m.
- an Enez Freycinet, er gevred;
- an Enez Bayly, er biz;
- an Enez Grevy, pelloc'h c'hoazh er biz,
- enezoùigoù, evel "Doedalus, del Cabo, Surgidero, Nutria, Leones Marinos, Medio, etc.
Lec'hiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tost dezho, er su, emañ an Inizi Hermite, dreist kanol Franklin. Er c'hornôg emañ an Enez Navarino, en tu all da Bae Nassau.