Inizi Barlavento

Eus Wikipedia
An Inizi Barlavento (em melen)

An Inizi Barlavento zo un enezeg eus Cabo Verde, enni an inizi-mañ (a gornôg da reter): Santo Antão, São Vicente, Santa Luzia (didud), São Nicolau, Sal ha Boa Vista.

En enezeg-se ivez emañ an inizi didud Branco ha Razo, a zo entre Santa Luzia ha São Nicolau; enezennig ar Pássaros, dirak kêr Mindelo, e São Vicente; enezennigoù Rabo de Junco, e-kichen enez Sal hag enezennigoù Sal Rei ha Baluarte, dirak Boa Vista.

Inizi all Cabo Verde zo bodet dindan an anv Sotavento.