Inis Mac Neasáin
Neuz
Inis Mac Neasáin (Ireland’s Eye e saozneg) zo un enezenn vihan didud war aod reter Iwerzhon. Emañ dirak Ceann Bhinn Éadair, e kontelezh Fingal (ha kontelezh Dulenn gwechall). Gallout a reer mont di gant bagoù.
Inis Mac Neasáin eo an anv en iwerzhoneg, da lavaret eo "enezenn mab Neasán". An anv saoznek a zeufe eus an anv kozh Inis Ereann (enez Ereann, anv ur vaouez hag anv Iwerzhon ivez). Gant ar Vikinged e voe troet e Ireland's Ey, gant ar ger ey a dalveze kement hag "enezenn" en o yezh[1]. Bremañ avat e vez komprenet gant ar saoznegerien evel "lagad Iwerzhon" (eye = "lagad" e saozneg).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joyce, Patrick Weston (1923). "Ireland's Eye". Irish Local Names Explained. Library Ireland. "...the present name is an attempted translation. Eye is the Danish ey, an island; and the translators understanding Ereann to mean Ireland, rendered the name Ireland's Ey (or island)..."