Inis Fada
Neuz
Inis Fada (Long Island e saozneg[1]) zo un enezenn e mervent Iwerzhon, dirak aod An Scol e kontelezh Corcaigh.
Hirik eo, gant tost da 5 km hed hag a-boan 0,8 km led. Emañ en un enezeg ma kaver ivez Inis Arcáin ha Cléire. Un tour-tan zo e beg reter an enez, da heñchañ ar bigi war-zu porzh An Scol.
E 2016 e oa 20 den o vevañ war Inis Fada. Ur vag-treizh zo da vont di eus an douar-bras.