Inis Bigil

Eus Wikipedia
Inis Bigil gwelet eus Acaill

Inis Bigil zo (Inishbiggle e saozneg) zo un enezenn vihan war aod kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo. Emañ etre enez Acaill hag an douar-bras.
Gallout a reer mont dezhi gant bagoù adalek Rinn Doran e Baile Chruaidh, war an douar-bras, pe adalek Dún Éibhir en enez Acaill.

En em astenn a ra an enezenn war 2,5 km hed hag 1,5 km led ; 2,6 km² eo he gorread.
Tud zo o chom war Inis Bigil, met e 2016 ne oant nemet 18, pa oa 171 a dud e 1881 hag ouzhpenn kant betek ar bloavezhioù 1970.