Inger Sandberg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Inger Sandberg e 2010

Inger Sandberg (ganet d'an 2 a viz Eost 1930 e Karlstad) zo ur skrivagnerez svedat evit ar vugale.

Labourat a reas evel kelennerez e-pad c'hwec'h vloaz a-raok mont da skrivagnerez a vicher. Abaoe 1953 e sav levrioù evit ar vugale, gant he gwaz Lasse Sandberg a zo skeudennaouer. E-touez he levrioù anavezetañ emañ Lilla Anna och Långa farbrorn, Tummen ha Lilla spöket Laban. Troet eo bet he levrioù en un tregont yezh bennak. Tresadennoù-bev zo bet savet diwar he levrioù ivez.[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]