Mont d’an endalc’had

Industriezh an arvestoù

Eus Wikipedia
Chobiz
industriezh, diskiblezh akademek
Rann eusmedia & entertainment industry, tertiary sector of the economy, service sector Kemmañ
Hashtagshowbiz Kemmañ

Industriezh an arvestoù[1] a vod holl vicherioù an arvestoù[2]. Er gennad armerzhel-se e kaver meur a vicher : ar verourien, ar wazourien, ar broduerien, an dasparzherien eus tu an aferioù, hag an arzourien, ar c'hoarerien, an oberourien, ar sonerien hag an deknikourien eus tu ar c'hrouiñ.

Industriezh an dudi pe chobiz[3] a vod holl vicherioù an dudi. Treut a c'hall bezañ an diforc'h etre an daou.

Ledan eo tachenn industriezh an arvestoù :

Kontañ a reer e-barzh industriezh an arvestoù bremañ ivez :

Kêrioù-penn industriezh an arvestoù hag an dudi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a gêr vras a vez sellet outo evel kêr-benn ur gennad bennak eus an dudi, da skouer Los Angeles (Hollywood) ha Mumbai (Bollywood) evit industriezh ar sinema, New York (Broadway) ha Londrez evit arzoù an arvest hag ar "music-hall", Las Vegas evit ar sonerezh skañv, Moskov ha Beijing evit ar sirk ha Malibu, Beverly Hills, Saint-Tropez ha Bermuda evit tiez an dud vrudet.

Madonna a zo unan eus steredennoù brudetañ ar bed.

Ar steredennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steredennoù a c'hall an arzourien dont da vezañ, da lavaret eo tud brudet kenañ ha karet gant an arvesterien.

Ar wask "people" a zo arbennikaet war an dud-se, dedennet eo gant o buhez vicherel ha prevez, ha teodata a ra warno gwall alies. Redek a ra ar paparazzi-ed war o lerc'h evit kemer ar luc'hskeudenn a dalvezo ur guchenn vrav a arc'hant pa vo gwerzhet d'ar wask-se. Gala, da skouer, a zo unan eus ar c'helaouennoù-se e Bro-C'hall.

  1. Termofis
  2. Pennad e Cairn.info
  3. Eus ar saozneg "show-business".