Indianed Pueblo
Neuz
An Indianed Pueblo a vez graet eus pobloù amerindian e mervent SUA, e stad New Mexico dreist-holl.
Eus ar spagnoleg pueblo, "kêriadenn", e teu an anv, ar pueblos o vout tiez e mein pe e brikennoù adobenn (pri mesket gant dour pe plouz). Diwar anv o c'hêriadennoù ez eo bet anvet ar pobloù.
Meur a bueblo zo, neuze meur a boblad ivez. Da bep pueblo e c'houarnamant hag e yezh.
Acoma, Hopi, San Ildefonso, Pueblos, Taos, Zuni eo ar pobloù anavezetañ, Hopi ha Zuni o vezañ ar re niverusañ.
Anasazied a reer eus ar pobladoù Pueblo a oa a-raok donedigezh ar Gonkistadored ; dre ma'z eo ur ger navac'hoek a dalvez kement hag Ar Re Hen koulz hag Enebourien Hen e vez nac'het gant Indianed Pueblo hon amzer[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Cordell, Linda : Ancient Pueblo Peoples, Smithsonian Books, 1994 (ISBN 978-0-89599-038-9)
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Cordell, op. cit., pp. 18-19.