Implijer:Wikibrezhoneg
Ar c'hin-ball
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hin-ball zo ur sport a-stroll savet e 1988 e Bro kanada gant Mario Demers, ur c'helenner desaverezh-korf, ha bremañ eo anavezhet e Bro Amerika, Bro Japon, en Europa e Bro Allamagn ha Bro C'hall... Ec'hevredad etrevroadel ez eus 3,8 million pleustrer.
Ar reolennoù o deus bet savet a lak war wel doujañs d'ar c'hoarien, d'an tredeog, spered skipailh hag empleg hollbadus d'an holl.
Pal ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoari a reer gant ur vell vras tre a zo dezhi ur metr ha daou santimetr warn-ugent met war un dachenn un tammig bihan a vuzul ur metr warn-ugent a bep tu, mui pe vui un hanter tachenn Hand-ball. Ret eo bannañ ar vell o c'halv ur skipailh all e doare ma ne adtapfe ket ar vell.
An hini zo ar vell gantañ a c'halv ur skipailh (d'al liesañ e c'halv an hini en deus ar muiañ poent) hag e vann ar vell en ul lec'h dibabet, ul lec'h diaes da vont. E skipailh, pep c'hoarier a sikour da zougeñ. Dleout a ra, ar pevar c'hoarier kaout ur stokach gant ar vell evit validañ ar chetadeg-lancer, unan all eus ar skipailh a vann ar vell hag e c'halv ul liv.
Ma ne adtapfe ket ar vell ar skipailh galvet, ez a ar poent d'an daou skipailh all.
Pad ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh prantad zo en e vrasañ, c'hoariet e 12 poent gounit. Ar skipailh gentañ a c'hounez tri frantad, a ya ar maout gantañ. An abadenn echu en doare-se nemet ar memes niver a boentoù o defe an daou skipailh all. C'hoariet e vo an astenn e pemp poent. Etre pep prantad ez eus un troc'h.
An dachenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sport-se a vez c'hoariet en diabarzh, ret eo d'an dachenn bezañ mat evit ober riskladennoù. An dachenn a zo ur metr warn-ugent a bep tu, dre vras un hanter tachenn Hand-ball.
Ar skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War an dachenn ez eus tri skipailh eus pevar c'hoarier. Evit bezañ gouest da zisheñveliñ ar skipailhoù, ret eo kaout ur geiren eus ar memes liv. El live etrebroadel, livioù ofisiel eo an du, ar glas hag ar gris. Tri skipailh zo war an dachenn atav (nemet e-pad an astenn).
Ar reolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kontrolliñ ar vell
Ar vell a c'hall bezañ kontrollet gant n'eus forzh peseurt lod em eus ar c'hof. Ma vez adtapet ar vell gant ar skipailh, dleout a ra ar vell bezañ kontrollet, manet, ha bannet en-dro. Ar skipailh en deus dek secondenn en e vrasañ evit ober se goude ar stokaj kentañ.
- Ar fazioù
Ma vez graet ur fazi, an tredeog a c'hwitell ur wech hag harz ar c'hoari. Adlakat a ra ar vell el lec'h ma' z eo bet graet ar fazi, c'hwitell div wech, ha setu, adkregiñ a ra ar c'hoari.
- Poentoù
Ma ne vez ket adtapout ar vell gant ur skipailh, an daou all a c'hounez ur poent.