Mont d’an endalc’had

Implijer:Mixel

Eus Wikipedia

Ne gav ket din e vefe un arguzenn mat hini ar c'havout diouzhtu ar wiki brezhonek dre ul lusker enklask. Un abeg toull ne lâran ket. Chom a rafe ar ger wikipedia e "chomlec'h" pep pajenn forzh penaos. Ne gav ket deoc'h ez eo a-walc'h. Ha pa ne vefe ket e mod-se, ne vefe ket diaes d'an hini n'eo ket boaz da zaremprediñ ar wiki brezhonek mont dre forzh pe wiki all. (A-hend all, anes lakaat "wikipedia" da anv ar wikefre e c'helled lakaat ar gêr "wikipedia"-se e kuzh war dalbenn ar bajenn, pe skrivañ ur frazennig war ar bajenn Degemer evel ""goui(ki)ziadur" zo anv brezhonek wikipedia, ar ouiziadur dieub hollvedel..." ha mat pell zo. Met n'eo ket dav zoken.)

Bez e c'hellfe neuze hor ouiziadur delc'her d'un anv brezhonek, doare da zoujañ ouzh ar yezh en ur lakaat anezhi e penn an talbenn, ha n'eo ket ar stumm gresim latinaet. E-barzh an anv emañ skeudenn ar raktres. Mard eo ur ratres evit ar yezh, eo mat e vefe an anv e brezhoneg. Gant ur sell all e vefe skrivet "diksioner" war pep geriadur brezhoneg c'hoazh. Marteze en dije plijet da dud zo (se 'ra "poblek", keta ?).

Gouikiziadur a vefe bet un anv brav a gav din. Pe Gwikeziadur. (Ha mat e vefe lakaat anv ar geriadur da glotañ gant ar stumm-se ivez : "gwikeriadur". Doare da lakaat da soñjal er gêr gwikefre, ivez, pand ez eus ur wikefre eus ar "wiki".

Dieubouiziadur, a c'hellfe bezañ dibabet a-hend-all.

A bep seurt a vez kavet evit anvioù ar wiki en holl yezhoù ha n'eo ket ret delc'her atav gant ar stumm wiki dibabet gant lod. E yezhoù 'zo ne grog ket gant wiki eta ha pa vefe gant ur stumm treuzskrivet e mod-all pe deveret eus wiki e mod ebet, ha ne gav ket d'an dud e ve diaesamant tamm ebet. Klaskit e kembraeg pe e galizeg eta hag e welot.

Setu aze va sav-boent. Adanvomp ar wiki e brezhoneg 'ta !

Ho saludiñ.

Gad