Implijer:Galloudegezh kerne

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Aozañ Pajenn Pierre-Joseph Proudhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pierre-Joseph Proudhon

Pierre-Joseph Proudhon ([pjɛʁ ʒɔzɛf pʁudɔ̃]; 15 a viz genver 1809 - 19 a viz genver 1865) a oa ur politikour gall hag an diazezer preder war ar c'henwarez. An hini kentañ eo bet o lavaret bezañ anveliour ha gwelet e vez evel unan eus ar saverien damkan levezonusañ. Tad an anveliouriezh a vez graet alies anezhañ. E touesk holl brederourien sokialour an XIXvet kantved ez eo an hini nemetañ da vezañ diouzh pobl al labourien.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz ha deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familh hag orinoù sokial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genel a reas Proudhon e Besançon ar 15vet a viz genver 1809 d'an 23 straet ar petit Battant. E dad, Claude-François Proudhon, a labouras evel bierer ha barazher, a oa a orin eus Chasnans ha Catherine Simonin, e vamm, a oa keginourez, hag a c'hanas e Cordiron. Claude-François ha Catherine a c'hanas pemp pugel, padal daou eus int a varvas bihan abred. Jean-Etienne ha Claude a c'hanas e 1811 ha 1816, a chomas tost mat gant o breur Pierre-Joseph.

Ur Bugel abred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugel e roe taolioù skoazell en tavarn ar familh hag er c'hampoù evit al labourioù-douar aes. Mat e oa dezhañ mont da c'hoariñ er maez. Daoust dezhañ n' en devout heuliet ur gwir deskadurezh, e vamm e gelennas da lenn hag eñ da vezañ gouest arlenn gerioù pa oa tri bloaz. Hogen, betek bezañ 10 vloaz, al levrioù nemeto a lennas Proudhon a oa "An Aviel hag ar Pevar Mab Emon" hag almanagoù bennak.

Studierezh kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1820 (11 vloaz) e krogas mamm b-Proudhon gant klask e lakaat er skolaj Besançon, padal e oa ar familh kalz re baour evit e beañ. Ur yalc’had a resevas e 1820, digant ur stummer Claude-François, e vreur, a roio dezhañ galloud studiañ e skolaj Besançon, gant ur priz ur bloaz distaolet eus 150 lur. Eno e oa an hini paour nemetañ e touezh ar vugale vouc’hiz. Mezhekaet e oa alies, hogen mann a harze dioutañ resevout meur a briz evit e labour. Avat e chome paour-tre, ken c'halle ket prenañ al levrioù-skol, pezh a lakaas eñ diaes diaes, pa oa lod oc'h ober goap outañ abalamour da se. Met Proudhon a zalc'he mat atav, o tremen peurvuiañ e amzer dieub el levraoueg ar skol gant ur menez a levrioù dirak e fri.

Labour el lizherennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da 17 vloaz (e 1827) e krogas Pierre-Joseph ur stummadur en ur voulerez evit degas arc’hant en ti, profitañ a ra diouzh e vicher evit studiañ ar yezhoniezh, ha keñveriañ a ra skouerennoù latin, hebraek, gresianek ha gallek ar Bibl. Skrivañ a ra ul levr, Catégories grammaticales, hag a sacho evezh akademiezh Besançon.

Preder[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1838 e resev digant akademiezh Besançon ur yalc’had hag a ro tu dezhañ, eñ 29, da dremen e vachelouriezh ha da seveniñ studioù er Skol-Veur. E 1839 ec'h embann e gentañ oberenn politikel, De la célébration du dimanche hag ar bloavezh war-lerc’h Qu'est-ce que la propriété ? En oberenn-mañ ez eo skrivet al lavarenn hollvrudet : ar berc’henniezh a zo laeroñsi : " La propriété, c'est le vol ". En dro d’an oberenn-se ez eus ur pezh mell rendaele vo tennet e yalc’had digant Proudhon gant akademiezh Besançon. Goude an oberenn-se e skrivo Proudhon daou levr all hag a gaso anezhañ dirak al lez-varn. Ar juri n’eo ket gouest da varnañ teoriennoù skiantel ha lezet eo da vont. Ar berc’henniezh evit Proudhon a zo da gentañ-penn ar galloud prenañ pe feurmiñ tud : sklaverezh (evit ar brenidigezh) ha gopregezh pe koumanat (evit ar feurmidigezh). "Ar berc’henniezh a zo korvoerezh an den gant an den." Evitañ n’eo ket "ar broletariat un doue da azeuliñ met ur fall a zo ret distruj." Proudhon en deus c’hoant e vefe meret ar binviji produiñ gant al labourerien, hag a-du eo gant an emrenerezh hag an emvererezh pe ar vererezh eeun evel m’en lavar e Les Confessions d'un révolutionnaire. Diorroiñ a ra Proudhon e sokiologiezh, hag a zo hini an nerzhioù hollek dibosubl da grenaat d’an hinienn. Evitañ ez eo an aozadur sokial da vezañ dizoloet er gevredigezh ha n’eo ket da vezañ ijinet, ret e vo d’an aozadur-se doujañ da disheñvelderioù an hiniennoù evel diouzh reoù ar strollder. Bevañ a ra Proudhon en dienez. Labourat a ra e-pad ur mare en un embregerezh sevel bigi bet krouet e Lyon gant ur gamalad skolaj kozh dezhañ. Alies e chom Proudhon e Pariz eno e darempred meizourien a bep seurt orinoù Grün, Bakounin, Herzen ha Marx. Marx en deus bet c’hoant e kemerfe perzh Proudhon en aozadur etrevroadel hag a oa o kregiñ d’en em grouiñ. Nac’hañ reas Proudhon ha Marx a vagas neuze kasoni dioutañ e vuhez pad. Skrivañ a reas zoken skridoù goapaus ha diseven en e geñver. Proudhon a embannas er bloavezhioù-se div oberenn a-bouez : La création de l'ordre e 1843 ha Contradictions économiques ( embannet ivez dindan an titl " Philosophie de la misère ") e 1846. Er skridoù-se e tsipleg Proudhon e poelloniezh : skarzhañ a ra an danvezliouriezh hag ar speredouriezh war ar memes tro, ha klask a ra un doare da gompren al liested sokial en he fezh. Tostaat a ra war ar memes tro ul lodenn diouzh an ekonomiezh politikel ha diouzh ar sokiologiezh.

E 1847 e tilez Proudhon e labour e Lyon evit dont da gazetenner. Goude bezañ bet kalz trubuilhoù e grou e gazetenn pemdeziek "Le Peuple", hag a gemmo e ditl e "Le Représentant du peuple", a da c’houde e "La Voix du peuple", goude barnedigezhioù ha difenn ar gazetenn gant ar justis, a-benn distreiñ d’e anv orin.

E miz C’hwevrer 1848, eo dispennet ar vonarkiezh. Dilennet eo Proudhon kannad er Vodadeg Vroadel e miz Even 1848. Kannad an tu-kleiz dispac’hel pennañ e oa. Enebiñ a ra kalz da bolitikerezh ar gouarnamant ha kasaet eo gant meur a gannad. E fin miz Even en em sav pobl Pariz goude ma vefe dispennet ar Stalioù Broadel e lec’h ma laboure ouzhpenn mil den. Flastret eo an emsavadeg, mouget eo er gwad. Proudhon a oa a enep an emsavadeg-se a n’halle ket hervezañ treiñ da wir dispac’h. E-pad ar vougadenn eo koulskoude an hini nemetañ er Vodadeg da gemer tu an emsavidi. En e brezegenn e galv d’ar vadelezh evit ar bobl. Nac’het eo ober tra pe dra gant ar gannaded all. Adalek ar mare-se e tro Proudhon war-du stourm ar renkadoù, enebiñ a ra ar bobl ouzh ar vouc’hizien. Evit ar wech gentañ e veze kaoz diouzh stourm ar renkadoù er Vodadeg. An holl gannaded war bouez unan a gastiz Proudhon evit e vennozhioù. E miz Kerzu pa’z eo dilennet Louis-Napoléon Bonaparte da brezidant ar Republik e tarzh Proudhon . Ken tagus ha ken flemmus e vo e bennadoù ma vo kondaonet da dri vloaz toull-bac’h. En toull-bac’h e skriv Les Confessions d'un révolutionnaire hag idée générale de la révolution, div oberenn enepstadelour hag enep kommunour.

Dieubet e miz Even 1852, Proudhon a zo kondaonet en dro da dri vloaz toull-bac’h e 1858 goude embannadur De la justice dans la Révolution et dans l'Eglise, oberenn diazez e breder e lec’h ma tiver e enklaskoù war ar relijion hag e stourmoù a-enep dezhi.

A-benn chom hep bezañ bac’het e dec’h da Velgia. Eno e chomo betek 1862. Ar gevredelezh a teu splann dezhañ evel sistem aozañ ar c’hevredigezhioù dispac’hel. A-enep krenn eo ar sav poent-se d’ar galloud e pleustr ha da stourmoù an Italianed evit unaniezh Italia pe hini ar Boloniz evit adsavidigezh o stad-nasion.

Klañv e teu da vezañ ha n’hall ket kas e breder betek penn. Koulskoude adalek e oberenn Du principe fédératif hag hini Tolstoi : Brezel ha peoc’h, e savo ar brederourien diveliour un deorienn kevredelour. E bloavezh diwezhañ e vuhez e savo Proudhon e levr La Capacité politiques des classes ouvrières, hag a vo un oberenn diazez evit ar strolladoù labourerien gall. Mervel a reas Proudhon e 1865 en ur lezel un oberenn puilh ha liesseurt. Evit lod ez eo Proudhon tad an diveliouriezh, koulskoude n’eo ket ken brav e breder war pep tachenn, a-enep krenn e oa da frankiz ar merc’hed ha soñjoù mirour en devoa war meur a boent. Hogen, ar pezh a zo sur ez eo unan eus prederourien pennañ an XIX vet kantved e Frañs, awener an diveliourien koulz hag ar sokialourien. Ijiner an emvererezh, diazezour ar boelleriezh vodern.