Ilyushin Il-76

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ilyushin Il-76MD, eus nijlu Rusia

An Ilyushin Il-76 (rusianeg: Илью́шин Ил-76; lesanv evit an AFNA: Candid) zo un nijerez strategel lies-roll savet da gentañ en URSS gant an embregerezh Ilyushin. Da gentañ e oa bet soñjet evel ur c'harr-nij dezougen trevour ha kenwerzhel e 1967, da gemer plas an Antonov An-12. Savet e oa bet gant ar soñj dezougen dafarioù ponner etrezek tachennoù diaes da dizhout dre an hent. Doareoù milourel an Il-76 a zo implijet dre Europa, Azia hag Afrika. Ul lod eus ar c'hirri-nij brezel-se a zo implijet evit adkargañ an eoul-maen pe evel lec'h-penn milourel.

Berrdres an Ilyushin Il-76

An Il-76 a zo bet lakaet er servij evel nijerez dezougen kenwerzhel oc'h implij ur pont a-dreñv. Tres ar c'harr-nij a oa unan evit aesaat an dezougen mekanikoù ponner diaes da zegas dre doareoù all. Implijet eo bet ivez evel un nijerez dezougen e-pad darvoudoù grevus evit dezougen buan tud, boued... Dre ma'z eo aes da implij adalek leurioù diaozet, ez eo deuet da vezañ ur c'harr-nij implijet mat er broioù paourañ. Doareoù arbennikaet a zo bet savet evit ar stourm enep tan-gwall pe ar gourdoniñ zero-G da skouer.

Kargañ ur BMD-1