Hildebad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ildibad)

Hildebad (pe Ildibad, pe Heldebadus e latin), niz d'ar roue wisigot Theudis, eus Spagn, a voe anvet da roue Ostrogoted Italia e 540, e-lec'h Witiges en doa dilezet Ravenna da vont da heul Belisarius da Gonstantinopolis.

Ne renas nemet ur bloavezh. Lazhet e voe gant ur Gepid e-pad ur banvez. War e lerc'h e voe lakaet Erarik da roue, ha goude Totila, niz da Hildebad.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok:
Witiges
Rouaned an Ostrogoted
War e lerc'h:
Erarik

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]