Iestyn ap Gwrgant

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Iestyn ap Gwrgant (1045-1093) a oa diwezhañ roue Morgannwg ha Gwent. Mab e oa da Gwrgant Morgannwg. Diskenn a rae eus aotrounez Afan ha Tewdrig (c. 550–584). E Dinas Powys, er mervent da Gerdiz e oa e gêr-benn.

Roue Morgannwg e teuas da vout goude lazhet Caradog ap Gruffudd en emgann Mynydd Carn en 1081. Savet en dije kestell en ardremez Kenfig. Hervez ar vojenn e savas bec'h etre Iestyn hag Einion ap Collwyn. Ha Iestyn da gouviañ Robert Fitzhamon, aotrou Gloucester, hag e zaouzek marc'heg da zont da ziskoulmañ an afer. Ur wech pedet ar brezelourien ne fellas ket dezho mont kuit. Tennet e voe e rouantelezh digant Iestyn, ha Fitzhamon da lakaat e gêr-benn e Kerdiz ha da rannañ douaroù Morgannwg etre e vrezelourien.


Goude e varv e voe brudet an anv 'Iestyn' dre Vorgannwg ha pelloc'h zoken.

Koulskoude e chomas an uheldirioù etre daouarn Kembreiz. Caradog ap Iestyn, mab henañ Iestyn ap Gwrgant, eo an aotrou kembreat nemetañ a c'hallas mirout douar e Morgannwg, goude aloubadenn Fitzhamon. E zouar a oa etre ar stêr Nedd hag ar stêr Afan, ma voe graet ouzh e diegezh "aotrounez Afan."