Eidothea
Neuz
(Adkaset eus Idotea)
Eidothea (henc'hresianeg : Ειδοθέα) zo un doueez hag a zo merc'h da Broteüs, e mojennoù Hellaz kozh.
Ido a vez graet anezhi gant Euripides en e drajedienn Helen, p'emañ-hi en he bugaleaj, ha Theonoe a-benn hec'h eured. Hervezañ eo Psamathe anv he mamm, pa'z eo gwreg Aiakos eo en oberennoù all.
Anv anezhi zo en Odysseia Homeros: sikour a ra Menelaos, pa chom sac'het gant e lestr, hep banne avel, en enez Faros[1].
Heñvelekaet eo ouzh Kabiro, merc'h da b-Protheüs hervez Strabon (X, 3, 21), ha mamm ar g-Kabired, engehentet gant Hefaistos.
Idotea arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un Eidothea arall zo anavezet, mamm da Kerambos.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez A. Kirchenbauer eo eus enez Sokotora, pe Sokotra er Meurvor Indian, an hini zo kaoz amañ, ha neket eus enez Faros, er Mor Kreizdouar, m'edo tour-tan Aleksandria. Gwelout [1].