Iain MacMillan
Iain MacMillan, bet ganet d'an 20 a viz Here 1938 e Càrn Fheusda (Skos) a oa ul luc'hskeudenner breizhveuriat brudet abalamour ma oa bet savet gantañ luc'hskeudenn ar strollad The Beatles o treuziñ Abbey Road e Londrez evit golo o albom Abbey Road, deuet da vezañ unan eus an anavezetañ er bed. Warni e c'halled merzout e oa Paul McCartney an hini nemetañ o kerzhout diarc'hen : diwar neuze e oa bet savet ar vojenn ma oa marv MacCartney !
D'an 8 a viz Eost 1969 e-tro 10e00 diouzh ar beure e oa bet tapet al luc'hskeudenn-se gant MacMillan, hemañ ziwezhañ bet dibabet gant John Lennon. Pignet gant ur skeul en devoa tapet c'hwec'h kliche e-kerzh ar prantad bet roet dezhañ, da lâret eo dek munutenn na mui na ken ! Gant izili ar strollad sonerezh e oa bet choazet kliched ar golo a-barzh fin ar gont.
Div wech hepken en devoa adlabouret MacMillan gant ar Beatles kozh : da gentañ gant John Lennon ha Yoko Ono da geñver pladenn Happy Xmas (War Is Over) ha gant Paul McCartney evit e bladenn Paul Is Live o klask drevezañ hag ober goap ouzh al luc'hskeudenn mil vrudet eus Paul o treuziñ ar straed gant ur c'hi.
Aet e oa bet da Anaon d'an 8 a viz Mae 2006 e Dùn Dèagh (Skos).