Mont d’an endalc’had

Íñigo Oña

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iñigo Onna)

Sant Íñigo, zo ur sant katolik, a orin mozarab, ganet en Calatayud e deroù an XIvet kantved (war-dro ar bloaz 1000).

En yaouank en em dennas e manati San Juan de la Peña. Pa voe beleget ez eas da guzhat d'ar menezioù, war-dro Tobed, ma vevas evel penitiour. Met brudet e voe e vurzhudoù hag e vertuzioù, ma'z eas roue Navarra, Sancho III, d'e gerc'hat da vont da abad Manati Oña, a renas betek e varv d'an 1 a viz Mezheven 1068.

Kuzulier ar roue Sancho III e voe e Pamplona, kofesour e vab, García Sánchez III, a voe nouet gantañ pa varvas goude Emgann Atapuerca.