Mont d’an endalc’had

Hurricane (kanaouenn gant Bob Dylan)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hurricane (Korventenn e brezhoneg) zo ur ganaouenn saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer stadunanat Bob Dylan e 1975, a-gevret gant Jacques Levy.

Kentañ kanaouenn Desire an hini eo, seitekvet albom studio Dylan deuet e-maez d'ar 5 a viz Genver 1976.

Dodenn ar ganaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rubin "Hurricane" Carter, luc'hskeudennet e miz Mae 1958.

En nozvezh ar 17 a viz Mezheven 1966, e-tro 02e30, ez eas daou zen tre e-barzh al Lafayette Bar and Grill e Paterson (New Jersey) (SUA) hag int-i ha lazhañ an ostiz Jim Oliver hag ar pratik Fred Nauyoks dre dennañ warne. Dre ma klote liv ar c'harr-tan a voe gwelet o tec'hout kuit gant testoù 'zo gant hini ar boksour Rubin Carter (1937-2014) e voe lakaet harz warnañ ha John Artis, an den a oa gantañ. Barnet e voent ha kondaonet d'an toull-bac'h o buhez-pad.

Ne baouezas ket Carter da lavaret e oa didamall ; embannet e voe e emvuhezskrid, The Sixteenth Round: From Number 1 Contender to Number 45472 an titl anezhañ, e 1974 e-keit ha ma oa toullbac'het. Goude bezañ e lennet eo e reas Bob Dylan e vennozh sevel ar ganaouenn Hurricane, anvet diwar al lesanv a zouge ar boksour a-vicher.

Ne voe dibac'het Rubin Carter, war e feiz, nemet e miz Du 1985...

Dibabet e oant bet e-touez ar re o devoa kemeret en abadenn-red Rolling Thunder Revue a c'hoarvezas adalek an 30 a viz Here 1975 betek ar 25 a viz Mae 1976, en o zouez ar soner gitar-boud Rob Stoner, ar soner taboulin Howard Wyeth hag ar sonerez biolin Scarlet Rivera.

War al lec'hienn bobdylan.com.

Arzourien all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]