Hudved

Eus Wikipedia

Er c'hoari-roll Kevioù hag Erevent pevare ha pempvet embannadur, e kaver bed ar boudiged, pe an Hudved. Boudiged a beb seurt a vev er bed-se, hag ivez eladrined hag euzhviled evel ar fomorianed. Kavout a reer keodeded eladrined evel Selduilon ha Mithrendain. An Hudved a zo heñvel ouzh ar bed naturel met bravoc'h eo, gouesoc'h ha muioc'h a hud a gaver.

Diazezet eo ar bed-se war ar c'hontadennoù poblek evel re Iwerzhon da skouer.