Hubert Pierlot
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Belgia |
| Anv e yezh-vamm an den | Hubert Pierlot, Hubert Pierlot |
| Anv-bihan | Hubert |
| Anv-familh | Pierlot |
| Titl noblañs | Kont |
| Deiziad ganedigezh | 23 Kzu 1883 |
| Lec'h ganedigezh | Bertrix |
| Deiziad ar marv | 13 Kzu 1963 |
| Lec'h ar marv | Ukkel |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, alvokad |
| Bet war ar studi e | UCL-KUL, Studium Generale Lovaniense, St. John Berchmans College, Collège Saint-Michel |
| Strollad politikel | Catholic Party, Christian Social Party |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Prizioù resevet | Grand Cross of the Legion of Honour, Knight Grand Cross in the Order of the Netherlands Lion |

Hubert Marie Eugène Pierlot, ganet d'an 23 a viz Kerzu 1883 hag aet da Anaon d'an 13 a viz Kerzu 1963, a oa ur politikour belgian bet kentañ ministr ar vro, eus 1939 betek 1945. Pierlot, a oa un alvokad ha gwirour, bet soudard e-kerzh ar Brezel-bed kentañ a-raok dont er politikerezh er bloavezhioù 1920. Ezel eus ar Strollad katolik, Pierlot a oa deuet da vezañ kentañministr e 1939, nebeut amzer a-raok ma vije Belgia o kemer perzh en Eil brezel-bed. Eñ eo a voe penn gouarnamant belgia en harlu, da gentañ e Bro-C'hall, ha goude-se e Bro-Saoz e-pad ma oa Belgia dindan an dalc'herezh alaman.
E-kerzh aloubadeg alaman Belgia e Mae 1940, un torr bras a oa bet etre Pierlot ha Leopold III a Velgia war un tabut daoust hag ar roue a ranke kuitaat ar vro gant ar vinistred en harlu pe kodianañ d'an Alamanted[1].
Pierlot en doa gwelet kodianidigezh ar roue Leopold evel ur wallreuz gwirel a-fed bonreizh ha bountet en devoa war ar parlamant da zisklêriañ Leopold evel dic'houest da ren. Ar bec'h a oa bet o lakaat kounnar da sevel a-enep Pierlot gant mirourien ar vro, rak evito e oa mat e chomje ar roue er vro hag e oa digalon da vont en harlu evel ar gouarnamant.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr)Thierry Grosbois, Pierlot 1930-1950, Embannadurioù Racine, Brusel, 2007 (ISBN 978-2-87386-485-9)
- (fr)Christian Mesnil, La Question Royale Belge (Histoire d'un règne controversé), pajennoù 30, 33, 36, 38, 42, 46, 50, 51, 53, Embannadurioù Collet, 1978.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kendalc'h Ieper, d'an 21 a viz Mae:"Ar vaodierned a oa souezhet, ur wech ouzhpenn, pa ne oa ket bet kaset ar gilagenn buanoc'h (war-zu al linennoù gall). Respont a reas ar Roue, evel m'en doa graet ar jeneral Van Overstraeten, e oa re skuizh an armeoù (...). Respont a ris en ur gontañ d'ar Roue an evezhiadennoù hon doa graet, ma c'henseurted ha me, e-kerzh hor gweladenn en unanadoù a ziwalle kanol Terneuzen. Skuizh e oant, met n’oant ket skuizh-divi tamm ebet ; mat e seblante o moral; Posupl e oa c'hoazh, en ur gemer ar preder da reiñ dezho un tamm diskuizh, goulenn diganto ober ur striv evit mirout ouzh ar wallreuz. Ar Roue ne respontas ket, met seblantout a reas bezañ displijet-bras."Christian Mesnil, La Question Royale Belge (Histoire d'un règne controversé), pajenn 33.
