Mont d’an endalc’had

Houmous

Eus Wikipedia
Ur pladad houmous, gant eoul ha chug suraval.

An houmous (arabeg : حُمُّص /ˈhummus/ hoummous, "piz-sizez" Cicer arietinum) zo ur meuz keginerezh boutin er Reter-Nesañ.

Yod piz-sisez ha tahine (tahini, tehina : yod sezam Sesamum indicum) a ya d'en ober. Skrivadurioù all zo, evel hoummous, houmos, ha hummus e saozneg. Arabat eo droukveskañ gant ar ger humus hag a zo en douar.

Petra a zegas ar meuz-mañ ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En houmous ez eus piz-sisez, a zegas proteinoù plant d'hon magadurezh evel an holl leguminegi. Ar sezam a zegas unan eus ar vitaminoù pe drenkennoù aminek ret d'an den hag a vank en hon magadurezh, ar metionin.

Kalz breun zo ivez er meuz-mañ, hag an druzoni zo dreist-holl mono-ansaturet.

Doare d'ober

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ober houmous e vez mesket ar yod piz-sisez gant an tahine gant eoul olivez, chug suraval ha kignen friket. Ret eo dont a-benn d'ober ur yodenn pe un doazenn eouliek.

Servijet e vez yen gant eoul olivez, chug suraval, koumin ha pimant (Capsicum sp.) Aleppo.