Mont d’an endalc’had

Horseshoe Bend (Arizona)

Eus Wikipedia
Horseshoe Bend

Horseshoe Bend (« krommenn houarn marc'h ») eo anv ul lec'h naturel lec'hiet 6 km er su da gêr Bage en Arizona.

Al lec'h ne oa ket brudet-tre a-raok ar bloavezhioù 2010, un nebeud milieroù a weladennerien o tont bep bloaz. Gant krouidigezh ar rouedad sokial Instagram hag eskemm poltredoù eus Horseshoe Bend drezañ eo tremenet da 1,5 milion a dud bep bloaz.

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud milieroù a arvesterien a veze a-raok 2013 ; implijidi ar Glen Canyon National Recreation Area o doa merzet e oa aet an niver war gresk adalek 2015 ha penn-kentañ 2016. E 2017, ar c'hentañ bloavezh ma voe kontet an niver a arvesterien en un doare ofisiel, al lec'h a oa bet gweladennet gant 1,7 milion a dud. Istimet e vez ez eus bet daou vilion a weladennerien e 2018.

Gwallzarvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ral eo ar gwallzarvoudoù en Horseshoe Bend. E miz Gouhere 2010, un tourist gresian a varvas diwar gouezhañ. D'ar 6 a viz Mae 2018 e kouezhas un den all eus 240 metrad. D'ar 27 a viz Kerzu 2018, ur plac'h yaouank 14 vloaz a oa kouezhet ivez, eus 200 metrad.

An tommder zo un dañjer ivez, lod eus an douristed ne gemeront ket dour a-walc'h evit ar valeadenn ha pellgomz a reont d'an 911. Dre ma 'z eo aet an niver a weladennerien war gresk ez eo kresket ivez an niver a bellgomzadennoù d'ar servijoù sikour. Ne oa bet pellgomzadenn ebet etre 2012 ha 2013, 7 a oa bet e 2014, 17 e 2015 ha 56 e 2016. Goude ma voe staliet panelloù kemenn evit ar weladennerien, ez eo digresket an niver da 28 e 2017.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]