Hoc'h-dreinek Brazil
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Rodentia | ||
| Kerentiad : | Erethizontidae | ||
| Genad : | Coendou | ||
| Anv skiantel | |||
| Coendou prehensilis Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Hoc'h-dreinek Brazil (Coendou prehensilis) a zo ur bronneg krigner hag a vev e Suamerika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 30 ha 60 cm eo hirder e gorf. Liv e gein (goloet gant pikoù berr) a cheñch gant pep loen, eus melen da zu. Gris eo e gof.
Hir eo e lost (etre 30 ha 50 cm) ha hegrog, da lavaret eo e c'hell kregiñ e brank ar gwez gantañ.
Engehentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 200 devezh e pad an dougen ha ganet e vez ur c'holen bewech, 400 gramm e bouez. Goude bloaz e tizh ment an oad gour.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberiant eo diouzh an noz ha diskuizhañ kludet er gwez diouzh an deiz. Bevañ a ra er c'hoadegi dreist-holl daoust ma c'hell bezañ spurmantet o kantreal en tachadoù gounezet gant an dud.
Pa vez paket pe pa'n devez aon ec'h a en e rodelloù.
En em vagañ a ra diwar plant : gwrizioù, delioù, frouezh... Dibluskañ a ra rusk ar gwez evit tizhout lodenn denerañ ar c'hoad.
Darempred gant an dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hoc'h-dreinek Brazil a c'hell kas freuz ha reuz er plantadegoù (bananez, goiavez, maiz...) pa glask boued.
Debret e vez gant annezidi Suamerika.