Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all
Neuz
Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all zo titl ul levr bet embannet gant Al Liamm e 1970, ennañ pemp danevell ha tregont savet e brezhoneg eeun gant Roparz Hemon (1900-1978).
Evel m'hen displege Hemon er Raklavar e c'hell Yann Lenner kavout danevelloù bet skrivet gant ar skrivagner abaoe ma oa deuet e-maez Kleier Eured (e 1943). Darn anezhe a oa bet embannet e-barzh er c'helaouennoù Arvor hag Ar Bed Keltiek kent.
Adembannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet e oa bet al levr e 1979 gant an hevelep ti-embann.
An danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ho kervel a rin en noz, un istor tasmant a c'hoarvez e Konk-Leon.
- Ar mell binniget,
- Ar saveteer,
- Ar bizaoued,
- Ul lizher giz nevez,
- Plad-nij Marijan, un istor skiant-faltazi a c'hoarvez en ardremez Plabenneg.
- An amprevan na c'halled ket lazhañ,
- Ar marc'hig du,
- Ar mouezhioù burzhudus,
- Un endervezh hir,
- Pladoù-saladenn,
- Ar voest du,
- Ar vaouez re fall da vont d'an ifern,
- Tamm ar paour,
- Ar c'harr-nezañ,
- Un tamm lien du,
- Ur gentel da vamm-gozh,
- Al lizher,
- Kambr ar rideozioù ruz,
- Franken,
- Sac'h an Tad Nedeleg,
- An arnodenn,
- An tri spes,
- Ar c'hi bihan,
- Luduenn,
- Al laer,
- Ar pemp prezeger,
- An div glañvdiourez,
- Ar Vamm Nedeleg,
- Tartez an ognon,
- An irvinenn argollus,
- Ar bajenn 100,
- Peoc'h ar Sul,
- An daou dagnouz,
- Tonton Ernest an huñvreer.