Mont d’an endalc’had

Historia de un amor

Eus Wikipedia

Historia de un amor ("Istor ur garantez")[1] zo ur ganaouenn spagnolek eus 1955 savet gant ar sonaozour panameat Carlos Eleta Almarán. E 1956 e voe pennkanaouenn ur film mec'hikan heñvelanvet ma c'hoarie ha ma kane an aktouez arc'hantinat, deuet da vout Mec'hikanez, Libertad Lamarque[2].

Kanet eo bet gant tud e-leizh: Guadalupe Pineda[3], Eydie Gormé & Trio Los Panchos[4], Los Paraguayos, Nicola Di Bari, Abbe Lane, Julio Iglesias, Angélica María, Nana Mouskouri, George Dalaras, Hrysoula Stefanaki, Perez Prado, Laura Fygi, Iva Zanicchi, Dizzy Reece, Pedro Infante[5], Dalida, Ana Gabriel, Luis Miguel, Luz Casal[6],[7], Yasar, Cesaria Evora, Lili Boniche, Los Tres Ases, Dany Brillant, Eartha Kitt, Krystyna Janda, Stanisława Celińska, Sargis Maghakyan Sr., Zaz, Il Volo, Miri Mesika, Diego El Cigala, Il Divo, a-douez tud all.

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollet eo bet e 2015 gant Il Divo, pevarad kanerien gant an tenor suis Urs Bühler, ar bariton spagnol Carlos Marín, an tenor stadunanat David Miller hag ar c'haner pop gall Sébastien Izambard, skoazellet gant ar produer kolombian, gounezer meur a briz Grammy Latino, Julio Reyes Copello, evit an albom Amor & Pasión embannet gant Il Divo e 2015.