Hervé Pellois
Hervé Pellois, bet ganet en 1951, zo ur politikour breizhat a Vro-Wened, ha kannad PS abaoe 2012.
Resped
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1974 e kemeras e gartenn er PS. Kuzulier-kêr Sant-Teve en 1983, maer en 1989. Kuzulier-rannvro en Genver 1999 betek 2001, ha goude kuzulier kanton Gwened-Reter en 2001. Neuze e voe lakaet e penn strollad kuzulierien an tu-kleiz (18 den diwar 42).
E miz C'hwevrer 2012 e voe taolet er-maez eus ar PS abalamour ma oa aet war ar renk a-enep emstriver ofisiel ar strollad.
D'ar 17 a viz Mezheven avat e voe kaset da gannad, evit pastell-vro Gwened, trec'het gantañ François Goulard, gant Anne Phelippo-Nicolas da eilerez. Neuze e tilezas e garg a guzulier-kanton, hag an hini a vaer e 2014. Anne Gallo an hini a gemeras e lec'h e Sant-Teve.
Er parlamant gall emañ e strollad ar sokialourien (S.R.C.) ha sekretour kengor an aferioù armerzhel er Vodadeg Vroadel.
Brudet e 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 2 a viz C'hwevrer 2016 eo bet gwelet Hervé Pellois en abadenn Cash Investigation, savet gant Élise Lucet, o verennañ gant renerien ar gompagnunezh Syngenta, a aoz louzoù diastuzañ hag a saotr an douar hag an dour, ha dreist-holl an atrazin[1].