Henrique de Borgonha
Henrique de Borgonha, pe Herri Bougogn, anavet e Portugal evel ar C'hont Henrique (1066 — 1112) a voe kont Portucale adal 1093 betek e varv e seziz Astorga pa oa o vrezeliñ ouzh ar Vored, d'an 12 a viz Mae 1112.
Mab e oa da Herri Bourgogn, mab pennhêr Robert Iañ, dug Bourgogn, ha breur da Eudes Iañ, dug Bourgogn. Dre ma oa ar mab yaouankañ e oa peuzsur ne welje ket gwall dra eus peadra e dad, se zo kaoz ez eas da vrezeliñ da Spagn hag e kemeras perzh er Reconquista a-enep ar Vored. Mont a reas da-gaout ar roue Alfonso VI León, a oa dimezet d'e voereb a-berzh e dad, Constance de Bourgogne, hag en skoazellas da c'hounit rouantelezh Galiza, a oa dindani Galiza a vremañ hag ivez hanternoz Portugal. D'e drugarekaat e voe roet dezhañ dorn merc'h Alfonso VI, Teresa de León. Dont a reas da vout kont Portugal, ur gontelezh hag a oa stag d'ar poent ouzh rouantelezh León.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digant Teresa de León (kontez Portugal) en doe bugale:
- Afonso Henriques (1094-1108)
- Urraca Henriques (war-dro 1095);
- dimezet da Bermudo Peres de Trava, mab-bihan da Vímara Peres
- Sancha Henriques (war-dro 1095 pe 1097-1163),
- dimezet da Sancho Nunes de Celanova (1070 - 1130) ha da Fernão Mendes (1095 - 1160) aotrou Bragança
- Teresa Henriques (ganet war-dro 1098)
- Henrique (war-dro 1106-1110)
- Afonso Henriques (1109-1185), kentañ roue Portugal
- dimezet da Mafalda de Saboia
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas en 1112, e voe beziet e Spagn. Er XVIvet kantved e voe kaset e relegoù, war un dro gant re e wreg, da iliz-veur Braga.