Henry Wainwright

Eus Wikipedia

Henry Wainwright, lakaet d'ar marv d'an 21 a viz Kerzu 1875, a oa ur muntrer saoz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henry Wainwright hag a oa ur brouster en devoa lazhet e vestrez Harriet Lane e miz Gwengolo 1874. Beziet en devoa ar c'horf en ur sanailh perc'hennet gantañ. Goude bezañ bet graet freuz-stal bloaz war-lerc'h en devoa diveziet ar c'horf e miz Gwengolo 1875. Gant sikour e vreur Thomas hag ur brouster all anvet Alfred Stokes en devoa klasket kuzhañ ar c'horf en ul lec'h all. Stokes en doa kavet iskis an afer-se ha kaout pakadoù da ziwall. Digoret en doa unan anezho ha kavet lodennoù eus korf un den. Raktal en devoa galvet ar polis.

Brudetoc'h evit re Jack the Ripper e voe an torfed. Henry ha Thomas a voe barnet en Old Bailey gant Sir Alexander Cockburn. Lakaet e veoent da gablus : Henry evit ar muntr ha Thomas evit sikour en torfed. Henry Wainwright a voe kondaonet d'ar marv ha krouget gant William Marwood d'an 21 a viz Kerzu 1875.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]