Mont d’an endalc’had

Eteokiprenezeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hengipreg)
Hengipreg
(*dianav)
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Kiprenez
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Digenvez
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An eteokiprenezeg zo ur yezh a veze komzet e Kiprenez e-pad Oavezh an arem. Ne oa ket ur yezh indezeuropean ha kar e oa d'an eteolemneg]] ha d'an etruskeg moarvat. Dazlennet eo bet un darn eus an testennoù skrivet er yezh-se gant ar silabenneg kiprenezat. Adalek an Xvet kantved kent J.K. e kevezas an henc'hresianeg gantañ hag ez eas da get er pevare kantved kent J.K.


An anv eteokiprenezeg a dalvez kiprenezeg "gwirion" pe "kiprenezeg orin". Gallout a reer tostaat anezhañ da anv an Eteokreteg. Implijet eo bet an daou anv-se evit komz eus ar yezhoù kentgresianek a veze safaret e Kiprenez hag e Kreta[1]. Skrivet e veze an eteokiprenezeg gant ar silabenneg kiprenezat, ur skritur silabennek deveret diouzh al Linenneg A moarvat (dre al Linenneg C).

Dianav eo ar yezh-se war-bouez ur c'heriaoueg vihan testeniaekaet en enskrivadurioù divyezhek. Krafoù evel an ereadurezh, an troadurioù pe displegadenn ar verboù a chom ur c'hevrin. Depantout a ra an esaeoù troidigezhioù eus ar yezh pe eus ar strollad yezhoù implijet gant an droerien evel diazez d'o labour met ne zeuont ket da bennvat. Yezhoniourien zo a laka e oa kar d'an etruskeg ha d'al lemneg, ha lod all a soñj ez eo ur yezh semitek. Ar re na duont ket gant an eil kostezenn pe eben a ra anv eus ur yezh dianav komzet kent an henc'hresianeg. Abalamour d'an niver bihan a destennoù zo bet dizoloet ez eus kalz martezeadennoù n'int ket prouet betek-henn.

Testenn divyezhek Amathus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An enskrivadur Eteokiprenezek brudetañ zo un destenn zivyezhek engravet war un dar marmor du kavet war akropolis kêr Amathus war-dro 1913. Bloaziadet eo eus 600 kent J.K. ha skrivet eo e rannyezh atenat an henc'hresianeg hag en eteokiprenezeg diouzh an tu all. An destenn eteokiprenezek skrivet en arouezennoù kiprenezat zo skrivet eus an tu dehou betek an tu kleiz ; an destenn henc'hresianek skrivet e pennlizherennoù gresian, eus an tu kleiz betek an tu dehou.

A-NA MA-TO-RI U-MI-E-SA-I MU-KU-LA-I LA-SA-NA
A-RI-SI-TO-NO-SE A-RA-TO-WA-NA-KA-A-RA-TO-WA-NA-KA-SO-KO-O-SE KE-RA KE-RE-TU-LO-SE
TA KA-NA KU-NO SO-TI A-LO KA-I-LI PO-TI

Ster an enskrivadur n'eo ket sklaer. Seblout a ra ez eo un dedi graet gant ar geoded Amathus d'un den anvet Ariston Aristonaks.

An destenn c'hresianeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An destenn c'hresiang a zo :

'Η πολις 'η Αμαθουσιων Αριστωνα Αριστωνακτος, ευπατριδην.

Ar pezh a dalvez :

Ar geoded ag Amathus d'Ariston Aristonaks, un denjentil

*ail, diskenn (ail-o diskennet)
aisona, divin, eus an doueed. Etruskeg <aisuna> divin
ana, 3de raganv-gour rener (an-oti 'en e'). Etruskeg <an> he, eñ
Ariston, Ariston anv gwaz gresianek.
Artowanax, Aristonaks anv gwaz troet e gresianeg.
eki, amañ. Etruskeg <cei>
*kail, douar, bro (kail-i 'e-barzh an douar'). Etruskeg <cel-i> e-barzh an douar.
*kan, reiñ (kan-a, kan-io 'donezon', kun-o 'roet'). Etruskeg <cen-u>, roet.
Lasana, Tirrenian. Etruskeg <Raśna> Tirrenian.
*Mukula, [rannvro] (Mukula-i 'e Mukula')
*man, (man-a 'lies'). Etruskeg <mene>
*mun, bro, tachenn douar, bered (mun-oti e-barzh an douar). Etruskeg <muni>, <munθ>
oite, mamm. Etruskeg <ati> mamm
poti, penn-bras
*sot, bez (soti 'd'ar bez'). Etruskeg <suθ> bez
ta, an dra-se (tan 'an dra-se', tan-oti 'e-barzh an dra-se'). Etruskeg <ta>
*taraw, reiñ (taraw-i 'bezañ roet', taraw-o roet). Etruskeg <tur-u> roet
tu, amañ. Etruskeg <θui> amañ
*um, dediañ (um-iesa-i dediet). Lemneg <aumai> dediet

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gordon, Cyrus (1966). Evidence for the Minoan Language. Ventnor, New Jersey: Ventnor Publishers.
  • Gordon, Cyrus (1982). Forgotten Scripts: Their Ongoing Discovery and Decipherment: Revised and Enlarged Edition. New York: Basic Books, Inc. ISBN 0-465-02484-X.
  • Jones Tom B., Notes on the Eteocypriot inscriptions, American journal of philology. -LXXI-1950.- C.401 - 407

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. S.o. Partridge, Eric (1983) Origins: A short Etymological Dictionary of Modern English, New York: Greenwich House, ISBN 0-517-41425-2. Savet e oa ar ger Eteokiprenezeg ("Eteocypriot" e saozneg) gant Friedrich e 1932, hervez Olivier Masson e ETEO-CYPRIOT, ur pennad-skrid e Zbornik, Issues 4-5, 2002-2003.