Hendrickje Stoffels
Hendrickje Stoffels (1626 – Gouhere 1663) a oa matezh ha serc'h al livour izelvroat Rembrandt, ha meur a boltred a reas anezhi.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'ar sarjant Stoffel Stoffelse ha da Mechteld Lamberts, ha ganet e oa e Bredevoort, e Gelderland. Chaseour e oa ar sarjant Stoffel Stoffelse, "Jager" e yezh ar vro, evit kastell Bredevoort ha lesanvet e oa Jeger dre-se, hag e vugale a oa 'Jegers', met en-ofisiel e oant 'Stoffels'. Tri breur he doa Hendrickje: Hermen, Berent ha Frerick. Hermen ha Berent a oa soudarded e Bredevoort, ha n'ejont ket da lec'h arall nepred. Berent ha Frerick a varvas e bleuñv o yaouankiz. Berent a dremenas er memes bloavezh evel tad Hendrickje. Ur c'hoar he doa Hendrickje, Martijne Jegers, ha marteze ur c'hoar all, Margriete. Martijne a zimezas da Jan Kerstens Pleckenpoel, eus Lichtenvoorde, a oa soudard ivez e Bredevoort. Pa varvas ec'h addimezas Martijne da Berent van Aelten.
Mervel a reas tad Hendrickje e miz Gouhere 1646. E miz Genver 1647, war-lerc'h ar 6 miz kañvoù dereat, ec'h addimezas an intañvez Mechteld Lamberts da Jacob van Dorsten, un amezeg hag en devoa tri bugel. Abalamour da se e rankas Hendrickje mont kuit, hag e 1646 pe 1647 ez eas da Amsterdam.
He buhez en Amsterdam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a reas Hendrickje e ti Rembrandt adalek 1647. Da gentañ ne oa nemet ur vatezh. Buan avat e teuas da vout muioc'h.
Gallery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Hendrickje evel Bathsheba o kibellat.