Hemdale Film Corporation
| Tachenn obererezhioù | industrielezh ar film |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1967 |
| Diazezer | David Hemmings |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Lec'h diazez | Londrez |
| Sez sokial | Londrez |
| Deiziad divodañ | 1995 |
Hemdale Film Corporation (brudet evel Hemdale Communications goude 1992) a oa un embregerezh embann ha produiñ filmoù dieub saoz-stadunanat. An embregerezh a oa bet savet e Londrez e 1967, anvet Hemdale Company, gant an aktourien David Hemmings ha John Daly. Anv an embregerezh a oa savet en ur gemmeskañ o anvioù familh. An embregerezh a oa bet o produiñ meur a film gant berzh bras, alies gant embregerezhioù all evel TriStar hag Orion Pictures, evel The Terminator (1984), Platoon (1986) pe The Last Emperor (1987) ; an daou ziwezhañ a oa bet enoret gant un Academy Award for Best Picture. Freuzstal a oa bet graet gant an embregerezh e 1995 hag adwerzhet katalog ar gwirioù, ha bremañ eo perc'hennet evit an darn vrasañ gant Metro-Goldwyn-Mayer.