Hemdale Film Corporation
(Adkaset eus Hemdale Communications)
Hemdale Film Corporation
Tachenn obererezhioù | film industry |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1967 |
Diazezer | David Hemmings |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Lec'h diazez | Londrez |
Sez sokial | Londrez |
Deiziad divodadur | 1995 |
Hemdale Film Corporation (brudet evel Hemdale Communications goude 1992, a oa un embregerezh embann ha produiñ filmoù dieub Saoz-stadunanat. An embregerezh a oa bet savet e Londrez e 1967 anvet Hemdale Company gant an aktourien David Hemmings ha John Daly. Anv an embregerezh a oa savet o kemmeskañ o anvioù familh. An embregerezh a oa bet o produiñ meur a film gant berzh bras, alies harpet gant embregerezhioù all evel TriStar hag Orion Pictures, evel The Terminator (1984), Platoon (1986) pe The Last Emperor (1987), an daou ziwezhañ a oa bet enoret gant un Academy Award for Best Picture. Freuzstal a zo bet gant an embregerezh e 1995 hag adwerzhet katalog ar gwirioù, ha bremañ eo perc'hennet evit an darn vrasañ gant Metro-Goldwyn-Mayer.