Helsingin Sanomat
Neuz
Helsingin Sanomat, berraet e HS ha lesanvet Hesari, zo ur gazetenn bemdeziek eus Finland, an hini vrasañ er vro. Perc'hennet eo gant ar stroll Sanoma.
Embannet e vez bemdez, nemet d'an deizioù goude ar gouelioù, en ur vent tabloid[1]. Dont a ra anv ar gazetenn eus hini kêr-benn ar vro, Helsinki, ma vez embannet.
Savet e voe e 1905, da gemer lec'h ur gazetenn all, anvet Päivälehti, a oa bet savet e 1889, en amzer ma oa Finland un dugelezh veur en Impalaeriezh Rusia. Ranket he doa ar gazetenn-se serriñ e 1904 abalamour m'he deveze bec'h gant servijoù kontrollerezh an tsar. Er bloavezh goude e oa bet adsavet gant he ferc'henn, gant an anv Helsingin Sanomat.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Ensimmäinen HS-tabloidi on tässä", Helsingin Sanomat (date=7 January 2012). Retrieved on 12 Here 2017.