Mont d’an endalc’had

Hellraiser

Eus Wikipedia
Hellraiser
film
TitlHellraiser Kemmañ
Diazezet warHellraiser Kemmañ
Danvez pennañsupernatural, Ifern, Dasorc'hidigezh, poan, plijadur Kemmañ
Heuliet gantHellbound: Hellraiser II Kemmañ
Tachennsinema spont, filmoù diazezet war ur romant, body horror film Kemmañ
Dezerc’herChristopher Young Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
SevenerClive Barker Kemmañ
SenarioourClive Barker Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñRobin Vidgeon Kemmañ
Frammer filmoùRichard Marden Kemmañ
Production designerMichael Buchanan Kemmañ
SonaozerChristopher Young Kemmañ
ProduerChristopher Figg Kemmañ
DasparzherEntertainment Film Distributors, Netflix Kemmañ
Mare an oberennBloavezhioù 1980 Kemmañ
Lec'h an istorLondrez Kemmañ
Lec'h filmañPinewood Studios Kemmañ
Aspect ratio (W:H)1.85:1 Kemmañ
Livliv Kemmañ
Notenn ar varnouriezh6.5/10, 56/100, 71% Kemmañ
TudennoùFemale Cenobite, Pinhead, Kirsty Cotton Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Australian ClassificationM Kemmañ
Renkadur BBFC18 certificate Kemmañ
Renkadur ClassInd16 Kemmañ
Renkadur ar CNCberzet ouzh ar vinored dindan 12 vloaz Kemmañ
Renkadur EIRIN filmPG12 Kemmañ
Renkadur FilmirodaCategory IV Kemmañ
Renkadur FPB16 Kemmañ
Renkadur FSKFSK 18 Kemmañ
Renkadur INCAA+18 Kemmañ
Renkadur Kijkwijzer16 Kemmañ
Renkadur MPAAR Kemmañ
Renkadur RTCC Kemmañ
IGAC ratingM/18 Kemmañ
Renkadur IMDAR21 Kemmañ
Renkadur RCQ13+ Kemmañ
Boest miltamm Hellraiser

Hellraiser zo ur film spont ha moliac'h saoz embannet e 1987. Skrivet ha renet eo bet gant Clive Barker, ha produet gant Christopher Figg. Diazezet eo ar film war al levr The Hellbound Heart gant Barker. Gant ar film-se eo ar wech kentañ ma weler Barker o seveniñ filmoù. An istor a gont dasorc'h Frank (Sean Chapman), a oa deuet a-benn da zigeriñ un nor etrezek ur bed all lec'h ma oa bet jahinet gant euzhviled anvet Cenobites. Bloavezhioù war-lerc'h, breur Frank anvet Larry (Andrew Robinson) a ya da vevañ gant e wreg nevez Julia (Clare Higgins) e ti e vamm aet da Anaon. Ur gwallzarvoud a laka gwad Larry da gouezhañ war al leur, ar pezh a zihun Frank ha da gregiñ e zasorc'h. Evit dont a-benn da zistreiñ da vat, ezhomm en deus kalz muioc'h a wad ha Julia a glask sikour anezhañ. Kirsty Cotton (Ashley Laurence), merc'h Larry, a gav boest miltamm Frank, ar pezh a laka ar Cenobites da zont en hor bed. E penn ar vandenn euzhviled emañ "Pinhead" (Doug Bradley).

Cosplay eus Pinhead

Hellraiser zo bet filmet e fin ar bloavezh 1986. Barker en doa c'hoant da gaout ar strollad sonerezh elektronek Coil da sevel sonerezh ar film. A-benn ar fin dre bouez ar broduerien e voe adsavet ar sonerezh gant Christopher Young. Temoù gant Coil a voe kemmet nebeut gant Young ha dalc'het er film. Hellraiser zo bet skignet evit ar wech kentañ er sinema Prince Charles d'an 10 a viz Gwengolo 1987.

Abaoe e embann ez eo rannet mat ar burutelladennoù met dre-vras eo bet degemeret mat: Melody Maker a ra eus ar film ar "greatest horror film made in Britain", met evit Roger Ebert ez eo ur "bankruptcy of imagination". 9 film da heul zo bet savet betek-henn, ha seizh anezho gant Bradley oc'h adkemer e roll evel Pinhead.