Harold Harefoot
Neuz
Harold Iañ (Danmark 1016–1040 Oxford), pe Harold Harefoot ( troad gad) a oa roue Bro-Saoz adalek 1035 .
Mab e oa d'ar roue Knut Veur, roue Danmark ha roue Bro-Saoz war un dro, ha d'e serc'h Ælfgifu Northampton. E lesanv en doa tapet dre ma rede buan hag e oa chaseour ampart.
Un hantervreur en doa, Knud, mab da bried ar roue, Emma Normandi, hag abalamour da se e oa hêr e dad hag en doa da gaout an div gurunenn, hini Danmark ha hini Bro-Saoz. Met Harold a gemerasar galloud e Bro-Saoz, hag anavezet e voe evel rejant gant Knut en 1036 pa eas e hantervreur da Vro-Danmark.