Harald Kesja
Harald Kesja (ar Goaf) a oa ur priñs danat, rejant ar rouantelezh adal 1102 betek 1104. Klask a reas kemer ar gurunenn, brezel a voe, lazhet e voe en 1135.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Harald a oa bastard henañ roue Danmark, Erik Iañ Danmark. En Haraldsborg e oa o chom, nepell diouzh Roskilde. Anvet e voe da genrejant, war un dro gant Asser, arc'heskob Lund, pan eas e dad da birc'hirinañ, entre 1102 ha 1104. Kalonek e oa, met feuls, kriz, ha bambocher. Se zo kaoz ne voe ket dibabet da roue pa voe klevet keloù eus marv e dad. E eontr Niels Danmark a voe dilennet da roue en 1104.
En 1132 e reas emglev gant e hantervreur, Erik Emune, evit dialiñ drouklazh o hanterbreur Knud Lavard, lazhet en 1131. Met ur pennadig goude e reas emglev gant an drouklazher Magnus Nielson rak ezhomm en devoa eus e harp evit bezañ roue Danmark.
Kemer a reas an anv a « Harald IV », mont a reas Jutland a-du gantañ, met trec'het e voe, ha Magnus Nilsson war un dro, en emgann Fotevik en Skania en 1134. Tec'hel a reas goude an emgann, met tapet e voe, e-tal Vejle, e Jutland. Lakaet e voe d'ar marv, ha dibennet war un dro gant eizh eus e vesterd en 1135 war urzh Erik II Danmark, un hantervreur all dezhañ.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa Harald Kesja da Ragnhild, ur verc'h da Magnus III Norvegia, ha pevar bugel o doe[1] :
- Erik Haraldsen, beuzet war un dro gant e vreur Björn en 1134 ;
- Björn Jernsida beuzet en 1134. Dimezet da Katarina Ingesdotter, merc'h da roue Sveden, Inge an Henañ ;
- Magnús Haraldsen, lazhet en emgann Fotevik e 1134 ;
- Oluf II Danmark, marvet e 1143, kenroue Danemark adal 1137 betek 1143.
Eizh bastard en doa Harald Kesja ivez, hag o-eizh a voe dibennet war un dro gantañ e 1135:
- Harald Haraldsen,
- Knút Haraldsen,
- Sivard Haraldsen,
- Erik Haraldsen,
- Svein Haraldsen,
- Niels Haraldsen,
- Benedikt Haraldsen,
- Mistivent Haraldsen.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de) Europäische Stammtafeln Vittorio Klostermann, Gmbh, Frankfurt, 2004 (ISBN 3465032926), Die Nachkommen von König Gorm dem Alten von Dänemark III Volume III Tafel 99