Hamilcar Barca

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hamilkar Barca)

Hamilcar Barca pe Hamilkar Barka (270 k J-K – 228k J-K), a oa ur jeneral anvet komandant armeoù Kartada e Sikilia e-pad ar Brezel punek kentañ. E penn tiegezh ar Varkided e oa. Tad Hannibal, Hasdrubal ha Magon e oa. Tad-kaer Hasdrubal gaer e oa ivez.

Boutin e oa an anv Hamilcar (Puneg-fenikianeg ḥmlqrt, "Breur Melqart") e-touez gwazed Kartada. An anv Brq (pe Baraq) a dalveze "taol kurun" e yezh Kartada ha kevatal eo eta d'an anv-gwan pe d'ar cognomen Keraunos, boutin e-touez kommandanted c'hresian ar mare[1]. Kavet a reer gerioù tost en arabeg hag en hebraeg gant ar memes ster.

Hamilcar a rene arme zouar ar Gartadaiz e Sikilia eus 247 da 241 kent J.-K. e-pad prantad diwezhañ ar C'hentañ brezel punek. Ren a reas ur gouvrezel efedus a-enep ar Romaned e Sikilia ha betek aodoù Italia. E 247 kent J.-K., goude bezañ staliet e soudarded er menezioù e-kichen Panormus (Palermo hiziv) e kasas Hamilkar meur a argad e Kornôg aodoù Italia. Rediet e voe ar Romaned da dennañ ar pep brasañ diouzh o arme e porzh Lilybaeum (hiziv Marsala). Drouziwezh rummad listri Kartada e 241 k J.-K. a lakaas ar brezel da baouez. Goude an atroperezhioù peoc’h Kartada a voe rediet da zilezel Sikilia ha da baeañ digolloù bras-kenañ.

Goude faezhidigezh Kartada e tistroas Hamilcar en Afrika goude ma oa sinet ar peoc'h. Ne chome ket arc'hant a-walc'h ken gant ar Stad. Nac’hañ a reas Kartada, atizet gant enebourien ar jeneral, paeañ ar c'hoprsoudarded a oa dindan urzhioù Hamilkar e-pad brezel Sikilia kement ha ma oa bet prometet. En em sevel a rejont ha kalzig a sklaved libian a yeas d'o heul. Galvet e voe Hamilkar en-dro d'ar galloud. A-drugarez d'e levezon war ar c'hoprsoudarded hag ar pobloù afrikan tro-war-dro, ha d'e skiant evit ar strategiezh, a voustras buan an emsavadeg (-237).

Anvet komandant an arme e 237 k J.-K. e krogas aloubadeg Hispania da gavout arc'hant ha soudarded evit Kartada. Sonjal a rae dezhañ argadiñ Roma dre eno. Tremen reas 9 bloavezh o prientiñ meuriadoù aloubet reter ha Su Hispania hag o sevel un arme bras-kenañ a dalvezas d'e vab Hannibal e-pad an Eil brezel punek. Mervel a reas muntret gant ur c'helt e -228.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. S. Lancel, Hannibal p.6